Bras eo an niver ac'hanomp a vez bamet dirak al luc'hskeudennoù evned graet gant Jacques Potier. Gant Bréhat Infos e vez embannet ingal ul luc'hskeudenn e pep niverenn pe dost abaoe an niverenn 45 (miz C'hwevrer 2007). Kinniget e oa bet al luc'hskeudennoù-se da dud Enez-Vriad e-pad Devezhioù an endro e miz Mae 2006 ha 2007 (sellet ouzh Bréhat Infos niv. 43 ha 46) ha da vugale ar skolioù.
Trugarekaat a reomp Jacques Potier da vezañ fiziet ennomp ur c'hant luc'hskeudenn bennak (© Jacques Potier) a c'haller gwelet hiviziken e lec'hienn Genrouedad ar gumun. Gallout a raio an dibab luc'hskeudennoù cheñch en amzer-da-zont.
Amañ dindan e tispleg Jacques Potier perak en deus dibabet ober luc'hskeudennoù evned :
« Pa'm boa lakaet em soñj, e 2004, renabliñ ar spesadoù evned a oa en Enez-Vriad dre luc'hskeudennoù, e oan pell a empentiñ pegen bras e vefe al labour-se da ober ha ne ouien ket ivez pegen plijet e vefen o kas ar seurt labour da benn.
En deroù ne anavezen nemet un nebeud spesadoù evned « boutin » evel ar golvaned, ar mouilc'hi pe ar boc'higed-ruz.
Er c'hinnig luc'hvannoù « Evned Enez-Vriad » ez eus 90 spesad a ginnigan deoc'h, gant plijadur, ober anaoudegezh ganto e lec'hienn ti-kêr Enez-Vriad.
N'eo ket klok ar roll-se, pell alese : ma mignon, Guilhem Lesaffre, ur mailh war an evnoniezh anezhañ, en deus kontet, eus e du, war-dro 170 spesad ! Trugarekaat a ran anezhañ evit e emroüsted , ar skoazell a zegas din dalc'hmat, e alioù bepred gouiziek.
Trugarekaat a ran ivez an holl dud eus Enez-Vriad, a oar on entanet gant an dachenn-se hag o deus fiziet ennon ur bern ditouroù dedennus hag o deus sachet ma evezh pa oa evned digustum en enezeg.
Trugarez vras erfin da Varion ha da Jean-Luc o deus teurvezet kas da benn an holl lodenn deknikel eus al labour evit lakaat al luc'hskeudennoù enlinenn e lec'hienn an ti-kêr. »

Nevezenti !

Gant Jacques Potier ez eus bet « tapet » evned all gant e venveg-luc'hskeudenniñ. Gallout a rit gwelet anezhe er bajenn nevez-mañ.

Amañ emaoc'h :Accueil --- Buhez pemdeziek --- Evned Enez-Vriad

NOTE! This site uses cookies and similar technologies.

If you not change browser settings, you agree to it. Learn more

I understand