Itterswiller (Bas-Rhin, kanton Barr), ur gêrig ma vez gounezet gwiniegi ha ma vez graet gwin, zo gevellet gant Enez-Vriad abaoe ar 5 a viz Here 1975. War hent brudet gwinoù Elzas emañ ar gêr vihan-se. Darempredoù mat zo etre an div gumun hag eskemmoù stank zo etrezo, pe e vefe gant hiniennoù pe gant strolladoù .

Hor mignoned eus Elzas a oa deuet d'hor gwelet, e dibenn-sizhun Yaou-Bask e 2009. Ar videoioù a zo bet lakaet enlinenn.

Da-geñver beaj tud eus Enez-Vriad da Elzas e miz Kerzu 2010 e oa bet savet un dibab luc'hvannoù gant Marc Zinck ha Robert Keller, ar maer kozh, en deus bet skrivet an destenn, evit kontañ 35 bloavezh ar gevelliñ etre an div gumun.


35ans_jumelage

NOTE! This site uses cookies and similar technologies.

If you not change browser settings, you agree to it. Learn more

I understand