Gant Kuzul-departamant Aodoù-an-Arvor ez eus bet savet ur porched kenweturañ enlinenn. Gallout a rit ober gant al liamm mañ evit klask pe kinnig plasoù en ur c’harr evit ober ur veaj raktreset en a-raok.

Ma’z oc’h blenier ha ma n’eo ket leun ho karr e c’hallfec’h ober plijadur marteze da dud zo o klask mont da Enez-Vriad pe mont kuit anezhi. Evit se e c’hallit lakaat hoc’h anv el lec'hienn Ti'coto.

Ma’z oc’h digarr ha m’ho peus c’hoant da vont da Enez-Vriad pe da vont kuit anezhi, lakait hoc’h anv e lec'hienn Ti'coto ha kavout a reot marteze ur c’hinnig da blijout deoc’h.

Beaj vat deoc’h !

Site de covoiturage du CG22

NOTE! This site uses cookies and similar technologies.

If you not change browser settings, you agree to it. Learn more

I understand