Kemenn d'an dud a implij al lastezerezh : pediñ a reomp ac'hanoc'h da ziveskañ ha da lakaat ho tilerc'hioù el lec'hioù hag en endalc'herioù zo kinniget deoc'h. Lakaet ez eus bet panelloù en o c'hichen evit reiñ da c'houzout petra zo da lakaat enno.

Gallout a reot lakaat enno : dilerc'hiadoù an aveadurioù tredan pe elektronek (tidredanerezh...), an houarnaj, ar gwerachoù, an eoul skarzh, ar c'hoad, ar bidonioù, ar podoù-tredan, ar bandennoù-rod, ar bateriennoù, an aerosolioù, ar fuzeennoù argoll, al livaj, ar c'hartoñsoù.

Evit an atredoù, kit e darempred gant an implijad-kêr pa vez war al lec'h e-pad eurioù digeriñ al lastezerezh pe gant an ti-kêr evit lakaat emgav.

Kontañ a reomp warnoc'h evit doujañ d'ar reolennoù nevez-se, kerkoulz ha d'an eurioù. Rak ne asantimp ket mui ma vefe lezet traoù e toull dor al lasterezh, dindan boan a gastiz. Trugarez deoc'h.

Eurioù digeriñ evit tout an dud : ar Meurzh hag ar Sadorn eus 1e45 da 4e15

Eurioù digeriñ evit an ambregerezhioù: ar merc'her eus 1e45 da 4e15

 

decheterie

Evit gouzout hiroc'h...

NOTE! This site uses cookies and similar technologies.

If you not change browser settings, you agree to it. Learn more

I understand