Dastum al lastez-ti

Eurioù dastum ha munudoù pleustrek :

Dastumet e vez al lastez-ti hervez an doareoù displeget war deiziadur an dastumadegoù a c'hallit. Pellgargañ :

Dastumet e vo ar boestoù-mir hag an houarnaj (traezoù bihan) d'an deizioù merket en deiziadur-se.

Ret e vo lakaat ar poubelennoù war vord an hent en derc'hent da noz ha dastum anezho pa vo tremenet ar c'harr-samm.

Dastum ar c'hartoñsoù :

Ar pakadurioù kartoñs a ranker plegañ hag arabat dezho bezañ ouzhpenn 700 X 700 mm. Anez ne vint ket dastumet.

Dastum ar gwerachoù :

Goulenn a reomp digant pep hini lakaat ar gwer hiviziken er 35 endalc'her zo bet staliet evit se un tammig e pep lec'h en enezenn.
E-barzh an endalc'herioù e ranker lakaat ar gwerachoù ha n'eo ket en o c'hichen pe warno.

poubelles

Ezel eo kumun Briad eus Valorys, un embregerezh a bled gant tretañ ha talvoudekaat al lastez.. Evit gouzout hiroc'h...

Lastezerezh

Eurioù digeriñ er goañv : da Veurzh ha da Yaou eus 1e45 da 4e30

Eurioù digeriñ e miz Gouere hag e miz Eost : eus ar Meurzh d'ar Sadorn eus 1e30 da 4e30

Amañ emaoc'h :Accueil --- Buhez pemdeziek --- Titouroù pleustrek --- Poubelennoù

NOTE! This site uses cookies and similar technologies.

If you not change browser settings, you agree to it. Learn more

I understand