Diferad-kêr eus an 12 a viz Mezheven 1966 da reolenniñ an tanioù el liorzhoù

Mellad 1 :
Adalek ar
1añ a viz Gouere betek an 31 a viz Eost e vez aotreet pulluc’hañ glazacheus 7 eur d’abardaez da 8 eur vintin.

Mellad 2 :
Gallout a ra an dud deviñ glazach met rankout a reont doujañ d’an divizoù-mañ :
- kaout ur pulluc’her hiniennel
- kaout un beoliad 20 litrad dour pe dost e-kichen
- naetaat an dachenn tro-dro d’an tantad
- evezhiañ an tan a-hed an amzer ma vez pulluc’het glazach
- chom hep ober un tantad re vras evit chom mestr warnañ
- ober tan pa vez an amzer diouzh se.

Mellad 3 :
An Archerien hag ar gward-maezioù zo karget da lakaat e talvoud an diferad-mañ a vo kaset da aotrou prefed Aodoù-an-Arvor hag a vo skritellet el lec’hioù boas.

Diferad-kêr eus ar 27 a viz C’hwevrer 1990 diwar-benn an trouz, ar labourioù bitellat hag al liorzhañ (touzerezioù-geot)

Mellad 4 :
Ne c’haller ober labourioù bitellat pe liorzhañ war-bouez binvioù pe ardivinkoù a c’hall noazout ouzh an amezeien abamour d’an trouz, evel an touzerezioù-geot dre dan, heskennerezioù, toullerezioù, raboterezioù pe heskennoù mekanik , nemet :

  • d’an deizioù oberet eus 8e30 da 12e hag eus 1e30 da 7e30

  • da Sadorn eus 9e da 12e hag eus 3e da 7e

  • da Sul ha d’an deizioù-gouel eus 10e da 12e.

Mellad 4 bis :
Rankout a ra an dud zo o chom en tiez-annez pe o adtiez kemer diarbennoù evit ma ne vefe ket lakaet diaes an amezeien gant an trouz a zeu eus an tiez-se evel ar re a zeu eus ar sonkriverezed, sonenrollerioù, skingomzoù pe skinwelioù, binvioù-seniñ, ardivinkoù sonerezh, tidredanerezh. Arabat direnkañ anezho kennebeut gant trouz botoù kalet o seulioù pe gant obererezhioù pe c’hoarioù na zereont ket ouzh an tiez-se.

Mellad 5 :
Ar berc’henned loened hag an dud zo bet fiziet loened enno, chas dreist-holl, a rank kemer an holl ziarbennoù zo ezhomm evit ma ne vefe ket lakaet diaes o amezeien gant al loened-se, gant kement stignadur zo hag a c’hall mirout ouzh al loened d’ober trouz dijaoj re alies.

Diferad diwar-benn al loened o kantren

Chas pe kizhier a vez kavet o kantren pe o troidellañ en enezeg. Kustum omp er c’humunioù d’ober ingal a-walc’h war-dro kudennoù seurt-se.

Degas a reomp da soñj deoc’h e oa bet savet un diferad-kêr d’an 08/08/02 evit se, ken evit surentez an dud ken evit kiriegezh ar berc’henned.

Amañ emaoc'h :Accueil --- Buhez pemdeziek --- Titouroù pleustrek --- Reolennoù an endro

NOTE! This site uses cookies and similar technologies.

If you not change browser settings, you agree to it. Learn more

I understand