E beg mervent an enezenn emañ an dachenn-gampiñ, e Goareva, just a-us Porzh-Kae. Un dachenn dibar eo, dindan gwez stank : brav ken-ha-ken eo ar sell war an enezeg ac’halese.

Digor eo eus ar 15 a viz Mezheven d’an 15 a viz Gwengolo 2013.

Pellgomz war-eeun da zegemerva Goareva : 02 96 20 02 46

Da c’houzout :

Gallout a rit pellgargañ pdf Reolennoù diabarzh tachenn-gampiñ ar gumun

Un aotre digant ar gerent a vo goulennet evit ar vinored etre 16 ha 18 vloaz ma n’eus den-deuet ebet ganto.

Ur c’harned vaksinañ a vo goulennet groñs evit ar chas, kerkoulz hag o faperioù. Berzet eo dont gant chas eus ar rummad kentañ.

Tarifs (en euros) :

Prizioù (en euroioù) : Ar paeamantoù a vo graet gant arc’hant laosk pe gant chekennoù hepken (Diwallit : n’eus bilhedaouer ebet en enezenn.)

  • Treziad 1 deltenn evit 1 den/nozvezh : 5,60
  • Treziad 1 deltenn evit 2/3 den/ nozvezh : 11,20
  • Treziad 1 deltenn evit 4/6 den/ nozvezh : 18,40
  • Un den ouzhpenn/ nozvezh : 3,30
  • Treziad evit 1 labourer e-pad an hañv (mizvezh) : 104
  • Treziad evit 1 labourer e-pad an hañv (sizhunvezh) : 29
  • Lec’h goullo evit 1 garavanenn / devezh : 3,10 4
  • Treziad strolladoù kevredigezhel:
    • eus 1 da 19 : prizioù reizh
    • eus 20 da 29 : prizioù reizh -10 %
    • eus 30 da 39 : prizioù reizh - 20 %
    • eus 40 da 49 : prizioù reizh - 30 %
  • An taos chom zo e 0,39 € dre zen ha dre novezh ( ar vugale dindan 13 vloaz ne baeont taos ebet).

Degas a reomp da soñj deoc’h, a-hend-all, eo berzet kampiñ en natur war douaroù ar gumun (enezeg Briad).

camping1 camping2

camping3 camping4

camping5

Amañ emaoc'h :Accueil --- Buhez pemdeziek --- Titouroù touristelek --- Kavout bod --- Tachenn gampiñ

NOTE! This site uses cookies and similar technologies.

If you not change browser settings, you agree to it. Learn more

I understand