Tachenn gampiñ

E beg mervent an enezenn emañ an dachenn-gampiñ, e Goareva, just a-us Porzh-Kae. Un dachenn dibar eo, dindan gwez stank : brav ken-ha-ken eo ar sell war an enezeg ac’halese.

Digor eo eus ar 15 a viz Mezheven d’an 15 a viz Gwengolo 2013.

Pellgomz war-eeun da zegemerva Goareva : 02 96 20 02 46

Da c’houzout :

Gallout a rit pellgargañ pdf Reolennoù diabarzh tachenn-gampiñ ar gumun

Un aotre digant ar gerent a vo goulennet evit ar vinored etre 16 ha 18 vloaz ma n’eus den-deuet ebet ganto.

Ur c’harned vaksinañ a vo goulennet groñs evit ar chas, kerkoulz hag o faperioù. Berzet eo dont gant chas eus ar rummad kentañ.

Tarifs (en euros) :

Prizioù (en euroioù) : Ar paeamantoù a vo graet gant arc’hant laosk pe gant chekennoù hepken (Diwallit : n’eus bilhedaouer ebet en enezenn.)

Degas a reomp da soñj deoc’h, a-hend-all, eo berzet kampiñ en natur war douaroù ar gumun (enezeg Briad).

camping1 camping2

camping3 camping4

camping5