War an enezenn dre vras

E departamant Aodoù-an-Arvor en e bezh, n’eus nemet an enez Vriad a zo war un dro enez ha komun. Lod eo eus kanton Pempoull hag arondisamant Sant-Brieg.

Bez’ emañ er-maes da veg an Arkouest (komun Pleraneg), war-hed 2 gm (un tammig muioc’h evit ur miltir).

Kaset ha degaset e vez an dremenidi dre listri-treizh etre ar beg-se hag ar Porzh-Klos, porzh pennañ an enezenn.

Kaset e vez ar marc’hadourezhioù gant ur gobar, a ra ar mont-ha-dont etre Pempoull hag ar Porzh-Klos-se.

Er gomun ez eus ur c’hantad a enezeier hag a enezigoù. An enezenn pennañ avat ez a div enezenn d’ober anezhi (hini ar C’hreistez hag hini an Hanternoz), bet staget an eil ouzh eben gant ur pont maen. Ur gorread a 580 devezh-arat a zo gant an enezenn pennañ-se (etre 620 ha 640 evit an enezeg en he fezh). Ober a ra, d’ar muiañ tout, 3,5 gm a hirder hag 1,5 c’hm a ledander.

Komun adalek an 8 a viz C’hwevrer 1790, ez eo melestret an enezenn gant ur c’huzul-kêr 11 den ennañ. Lod eo eus Kevredigezh inizi ar C’huzh-heol ha gevellet eo gant komun Itterswiller (Goueled-Rhin).

Hervez niveradeg 2006, e sav ar boblañs da 438 annezer, en o mesk 169 war o micher. E-kerzh an hañv e kresk ar boblañs eus a-galz.

Bez’ ez eus war an enezenn 833 lojeis, en o mesk 195 ti-annez (23,4 %).

Gwarezet eo an enezenn e peb keñver, da skouer e anv “Lec’hioù ha monumantoù heverk naturel anat-kaer o ferzhioù arzel” (reñkadur pe enskrivadur). Evit ar wech kentañ avat, ez eo bet lakaet da dalvezout lezenn 1905, savet en-sell da wareziñ al lec’hiennoù, evit an enez Vriad. Lakaet eo bet ouzhpenn 50% eus tachenn an enezeg war roll an takadoù heverk.

Dont a ra an dour hag an tredan eus an douar bras dre gorzennoù hag orjalennoù dindan-vor. Tu ‘zo ivez da gaout ar rouedadoù pellgomz hezoug hag adsl war an enezenn en he fezh.

Meur a servij publik a zo war an enezenn : ti-kêr, ti-post, skol gentañ.

Evit ar yec’hed, a-hed ar bloaz, e vez soagnet an dud gant daou vedesin a labour a bep eil (asambles e-pad an hañv). Kavet e vez ivez un Ehpad (Annezadenn evit an dud kozh dindan dalc’h), stag ouzh ospital Pempoull.

Evit ar surentez avat, ez eus war an enezenn ur greizenn a sikourioù prim, gant pomperien a youl vat. A-hed-all ez eus, war unan eus krec'hioù an enezenn, un dourellenn, war evezh eus ar sav-heol betek ar c’huzh-heol.

Diazezet eo an ekonomiezh dreist-holl war an douristelezh, ar sevel-tier hag an artizanerezh. Bez’ ez eus ivez kalzig a dier-koñvers war an enezenn. (sellit ouzh lec’hienn ofis an douristelezh).

Evit ar relijion ‘vat, emañ parrouz an enez Vriad dindan hini Pempoull. E dibenn bep sizhun, koulz lâret, e vez lidet un oferenn gant ur beleg o tont eus an douar bras.

Amañ emaoc'h :Accueil --- Buhez pemdeziek --- Titouroù touristelek --- War an enezenn dre vras

NOTE! This site uses cookies and similar technologies.

If you not change browser settings, you agree to it. Learn more

I understand