N'omp ket sur, tamm ebet, eus etimologiezh anv Enez-Vriad. Meneget e voe an anv « Brihiacum » evit ar wech kentañ e 1083.

Enez-Vriad n'eo ket bet un enezenn a-viskoazh. Gwechall e oa stag ouzh an douar-bras, pa oa tud eno en Henoadvezh ar maen, war-dro 40 000 bloaz zo, ha roud zo bet kavet anezhe e-harz mougev Goareva, a-dreñv ar chaoser izelvor a-vremañ. Dindan ar mor e vez al lec'h-se bremañ pa vez uhelvor.

E-leizh a roudoù ragistorel all zo bet kavet en enezeg a-bezh.

Roudoù Romaned a gaver en enezenn Lavre.

E meur a enezenn eus enezeg Briad, pe tost dezhi, ez eus aspadennoù c'hoazh eus manatioù (Lavre, Enez Vaodez, Enez Glas). Meur a sant a voe o chom enne (Budog, Gwenole, Maodez...).

Er Grennamzer e oa enezenn Vriad ur gastellaniezh eus kontelezh Pentevr en em astenne eus Lambal da Wengamp.

Er XIVvet kantved, e Gardenoù, e oa ur c'hastell-kreñv. E 1409 e tilestras ar Saozon en enez-Vriad. Galvet e oant bet gant Yann V, dug Breizh, hag a oa o vrezeliañ a-enep dugez Pentevr. Preizhet ha losket e voe an enezenn ha lazhadeget e voe an dud a oa o chom enni.

Tud Enez-Vriad a a oa bet o vont d'an Douar-Nevez, a-hervez, e deroù ar XVvet kantved. Ur c'hourser, Yann Goadalem, hag a oa diazezet e vag en enezenn, en dije diskouezet da Gristol Koulm an hent da vont da Amerika.

E-pad brezel ar C'hevre, adalek 1591, e voe emgannoù a-leizh en enez Vriad.

E 1790 e teuas parrez Briad, a oa e dalc'h eskopti Dol, da vezañ ur gumun.

An enezenn, zo war an hent mor a gas eus Sant-Maloù da Vrest, a oa ul lec'h strategel e-pad an Dispac'h Bras. Bagoù ar roue, ha re ar Republik da c'houde, met ivez re ar gourserien, a oa bet stank eno e-pad ar mareoù brezel-se.

E 1832 e voe lazhet tud an enezenn gant ar c'holera.

Adalek an XIXvet kantved e voe kaset da benn e-leizh a labourioù evit a sell ouzh an tourioù-tan hag ar balizennoù.

Ur vagerezh vartoloded e oa bet an enezenn, ken evit ar c'henwerzh (kabitened kabhornerien), ken evit an arme (e-leizh a gabitened-listri hag a amiraled).

Adalek dibenn an XIXvet kantved e voe hoalet an douristed kentañ hag an arzourien gentañ gant an enezenn, livourien eus Frañs peurgetket met ivez livourien eus an estrenvro.

Abaoe ar mare-se n'he deus ket paouezet an enezenn da sachañ touristed hag arzourien.

E-pad an eil Brezel-bed e voe aloubet an enezenn gant an Alamaned. D'ar 4 a viz Eost 1944 o doa lakaet da darzhañ an daou tour-tan eus an enezenn, re ar Paun hag ar Rozedoù, a-raok mont kuit.

Skoet e oa bet Enez-Vriad ivez gant heuliadoù ar peñseoù eoullistri d'ar strad. Lanv du an Amoko Cadiz, da skouer, en doa tizhet aodoù Breizh e miz Meurzh 1978.
En deiz a hiziv ez eo Enez-Vriad ur gumun zo bev a-hed ar bloaz ha kresk-bras a vez en he foblañs e-pad ar mareoù vakañsoù.

Amañ emaoc'h :Accueil --- Istor --- Istor

NOTE! This site uses cookies and similar technologies.

If you not change browser settings, you agree to it. Learn more

I understand