E lec'hienn Ministrerezh ar budjed, ar c'hontoù publik hag ar velestradurezh foran, e vez berrzastumet roadennoù arc'hantaouiñ ar gumun hag he budjet pennañ (ket an eilbudjedoù) e-kerzh ar bloavezhioù tremenet.

Ar feurioù tellañ :

  • Taos war al lojeiz : 12,96 %
  • Taos war ar font gant savadurioù : 17,55 %
  • Taos war ar font hep savadurioù : 54,36 %
  • Taos micherel : 14,40 %

N'int ket bet kresket abaoe ouzhpenn 25 bloaz ! Adkavet hon eus feurioù 1975 evit an taos war al lojeiz (13,10 %) hag an taos war ar font gant savadurioù (18,40 %). Digresket int bet un tammig zoken.

  • An taos evit dastum al lastez-ti zo 27,7 %

Kavout a reot ar budjedoù dre ar munud e danevelloù stadañ ar c'huzulioù-kêr e miz Meurzh pe miz Ebrel bep bloaz.

Données budgétaires et financières

Amañ emaoc'h :Accueil --- Ti-kêr enlinenn --- Buhez en ti-kêr --- Roadennoù arc’hant ha budjedoù

NOTE! This site uses cookies and similar technologies.

If you not change browser settings, you agree to it. Learn more

I understand