Gallout a reer lidañ euredoù e brezhoneg

Aet eo ar gumun a-du gant ar garta Ya d'ar brezhoneg.

Hervez lezenn eo ober gant an divyezhegezh en ul lid ofisiel. Gant ma vo galleg e c'haller lidañ an euredoù e galleg hag e brezhoneg.

Ur c'huzulier-kêr eus Enez-Vriad zo brezhoneger ha gallout a raio sikour ar maer, pe an ofiser eus Marilh ar boblañs, da lidañ an euredoù e galleg hag e brezhoneg.

M'ho peus choant e vo lidet hoc'h eured en div yezh, goulennit digant an ti-kêr pa viot o prientiñ an teuliad priedelezh.

Amañ emaoc'h :Accueil --- Ti-kêr enlinenn --- Servijoù enlinenn --- Euredoù lidet e brezhoneg

NOTE! This site uses cookies and similar technologies.

If you not change browser settings, you agree to it. Learn more

I understand